Mont d’an endalc’had

Troad perc'hennet

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad perc'hennet (saoz.: possessed case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ul liamm perc'hennañ etre un dra bennak pe un den bennak hag un dra pe un den all.

Implijet e vez an droad-mañ gant an tlingiteg, disheñvel hec'h implij diouzh hini an droad-perc'hennañ tost he ster outi.

An droad perc'hennañ hag an droad perc'hennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komz a reer eus an droad-perc'hennañ e yezhoù evel ar saozneg da skouer pa vez merket an anv-kadarn a zo perc'henn war un dra bennak kentoc'h evit an anv-kadarn perc'hennet gantañ hag a van amverk, da skouer:

Peter's house
Peter-PERC'HENNAÑ house(AMVERK)
"ti Pêr"

En tlingiteg avat e tegouezh ar c'hontrol-mik, da lâret eo e vez merket an anv perc'hennet kentoc'h evit an hini a zo perc'henn warnañ, da skouer:

Jaan hidí
Jaan(AMVERK) "hid"-PERC'HENNET
"ti Yann"

Crippen, James A. (2005: 12) The New Tlingit Noun Dictionary

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy