Mont d’an endalc’had

zoken

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Eus zo ha ken.

Adverb

zoken /zoˈkẽːn/

  1. Termen a vez implijet gant ar c'homzer evit diskouez ez a en tu all d'ar pezh zo bet geriet gantañ a-raok, ez a ur bazenn pelloc'h eget kent (goude ar ger a vez doareet gantañ peurvuiañ)
  2. Dirak ur stroll-gerioù
    • Goulc'han a zo en em glevet gant Rener porzh-mor Brest evit ho lakaat da welout al listri-brezel ha zoken ul lestr-dindan-vor. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 97.)
    • Ar beziou zoken a frailhe da rei frankiz d’ar re varo da vont er-maez…
Notenn
Implijet e vez e dibenn ar frazenn, pe e dibenn ar stroll-gerioù.
Diwar levezon ar galleg e vez lakaet gant tud zo dirak ar stroll-gerioù.
Skrivet gant F. Kervella : Pa vez o toareañ un anv evelato e c'hell a-wechoù bezañ lakaet da gentañ : zoken e vreur a zo deuet. — (Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, Brest, 1947, 1976, p. 321.)
Dizemglev zo diwar-benn ar varn-se, ha kavout a ra da lod ne zleer ket ober en doare-se gwech ebet. N'eus skouer ebet eus an implij-se e Geriadur brezhoneg an Here.

Deveradoù

  • zoken ma, troienn isurzhiañ hag a vez kavet fall gant lod, ha n'he c'haver ket e Geriadur brezhoneg an Here.
[...] : ma gwaz a blije dezhañ an traoù dalc'het kempenn, zoken ma ne oa ket gwall-gempenn eñ e-unan, [...]. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 14.)

Gerioù kar dre o ster

Troidigezhioù

Distagañ

Pouez-mouezh war ar silabenn ziwezhañ.
E gwirionez eo pouezmouezhiet reizh, peogwir eo savet gant daou c'her unsilabennek. Se zo kaoz e kav da veur a hini e tleje bezañ skrivet zo-ken, evel tad-kozh, hag evel zo-mui-ken e Geriadur brezhoneg an Here, hag evel e geriadur ar Gonideg (ma'z eo skrivet zô-kén) .
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy