Content-Length: 118629 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/De_Stijl

De Stijl - Wikipedia Mont d’an endalc’had

De Stijl

Eus Wikipedia
Kador ruz ha glas treset gant Gerrit Rietveld, 1917

De Stijl (ar stil e nederlandeg) a oa ur gelaouenn arzoù gweled ha savouriezh, bet embannet etre 1917 ha 1928, war atiz Piet Mondrian (1872-1944) ha hini Theo van Doesburg (1883-1931). Dre astenn e lavarer De Stijl evit taolenniñ ul luskad arzoù hag a levezonas savouriezh an XXvet kantved ( dreist-holl ar Bauhaus, ar stil etrebroadel hag ar Gward a-raok).

Ouzhpenn Van Doesburg ha Mondrian e voe izili all evel V. Huszár, G. Severini, J.J.P. Oud, G. Rietveld, G. Vantongerloo, Bar van der Leck, Vilmos Huszár, César Domela, Friedrich Vordemberge-Gildewart ha Jean Arp. De Stijl a zeas da get tamm-ha-tamm abalamour d’an disemglev a savas etre an diazezerien. Hervez Van Doesburg e vanke da Mondrian frankiz hag ijin a-fet krouiñ.


Istor De Stijl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur bajenn eus ar gelaouenn De Stijl

Tro 1915 e krogas Van Doesburg da gejañ ouzh an arzourien a savfe ar gelaouenn gantañ. Kejañ a reas ouzh Piet Mondrian e-pad un diskouezadeg er Stedelijk Museum (Amsterdam). Mondrian en doa dilojet da Bariz e 1912 , hag o pourmen en Izelvroioù e oa pa grogas ar brezel bed kentañ. Ne c’helle ket distreiñ da Bariz, neuze en em stalias gant kumuniezh arzourien Laren. Eno e kejas ouzh Bart van der Leck hag e welas alies M. H. J. Schoenmaekers. E 1915 e lakaas Schoenmaekers embann Het nieuwe wereldbeeld (Skeudenn nevez ar bed), hag e 1916 Beginselen der beeldende wiskunde (Pennaennoù ar matematik neuziañ). Levezonet da vat e voe Mondrian hag izili all De Stijl gant an div oberenn-se. Van Doesburg a anaveze ivez J.J.P. Oud hag an arzour hungarat Vilmos Huszàr. E 1917 e savjont De Stijl holl asambles, gant ar barzh Anthony Kok. Gerrit Rietveld, ur savour yaouank, az eas er strollad e 1918. Unvan e voe ar strollad e-pad pemp bloaz, daoust ma’z eas kuit Van der Leck e 1918 abalamour da zisemglevioù a-fet arzoù. Pa voe embannet Manifestoioù e voent kensinet gant holl izili ar strollad. A-fet savouriezh e voent levezonet gant labour Berlage ha hini Frank Lloyd Wright. Implijet e voe evit ar wech kentañ an dro-lavar Nieuwe Beelding e 1917 gant Mondrian. Skrivañ a reas un heuliad daouzek pennad anvet De Nieuwe Beelding in de schilderkunst hag a voe embannet er gelaouenn De Stijl. E 1920 e lakaas embann ul levr anvet Le Neo-Plasticisme.

Kemmañ a reas De Stijl tro 1921. E-keit ma oa levezonet Van Doesburg gant ar Bauhaus e voe ivez levezonoù all evel ar Sevelouriezh rusian ha hini Malevitch. Ne oa ket plijet holl izili De Stijl gant an dibaboù-se koulskoude. E 1924 e kuitaas Mondrian ar strollad, goude m’en defe kinniget Van Doesburg e gelennadur war an elfennouriezh : hervezañ e oa pouezusoc’h ar veskellenn evit al linenn serzh hag an hini a-blaen. Kalz izili nevez a voe degemeret e-barzh De Stijl. Re zo, evel I.K. Bonset (ur barzh dada) hag Aldo Camini (enep-prederour) a blantas reuz er strollad. Pa voe marv Van Doesburg e voe dizoloet e oa an daou anv-se anvioù-pluenn Van Doesburg.

Goude marv Van Doesburg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Theo van Doesburg a varvas e Davos e 1931. E wreg a reas war-dro e hêrezh. Ken pouezus e oa perzh Van Doesburg e De Stijl ken e chomas ar strollad a-sav. Re zo anezho a chomas e darempred, met en un doare hiniennel nemetken. Dav eo gouzout ne voe biskoazh stank an darempredoù etre izili De Stijl, lod brasañ o eskemmoù a voe graet dre lizher. Gwech ebet ne gejas Mondrian gant Rietveld da skouer. Chom a rejont koulskoude feal da bennaennoù De Stijl. Rietveld a gendalc’has da dresañ arrebeuri en ur implijout pennaennoù De Stijl ha Mondrian a gendalc’has gant al labour en doa boulc’het war-dro 1920. Padal ec’h adstagas Van der Leck gant al livañ-skeudenniñ ur wech kuitaet ar strollad gantañ.

Levezon De Stijl war ar savouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ti Rietveld Schröder. Ar savadur nemetañ savet penn-da-benn diwar bennaennoù De Stijl

E-pad pell goude 1931 e voe bras-tre levezon De Stijl war ar savouriezh. Mies van der Rohe a voe e-touez ar re a chomas feal da vennozhioù ar strollad. Etre 1923 ha 1924 e tresas Rietveld Ti Rietveld Schröder, ar savadur nemetañ savet penn-da-benn diwar bennaennoù De Stijl. E Rotterdam (Café De Unie) e c’haller gwelout savadurioù bet treset gant J.J.P. Oud ha levezonet gant pennaennoù De Stijl.

De Stijl hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù izili De Stijl a zo strewet e pep lec’h er bed, ha diskouezadegoù diwar-benn De Stijl a vez aozet alies. E meur a virdi e kaver oberennoù izili De Stijl :

  • Er Gemeentemuseum (Den Haag), ez eus kalz oberennoù savet gant Piet Mondrian
  • Er Stedelijk Museum (Amsterdam), ez eus oberennoù Rietveld ha re Van Doesburg
  • Er Centraal Museum (Utrecht) emañ dastumadeg vrasañ oberennoù Rietveld hag ivez Dielloù Rietveld Schröder


A-fet liverezh e voe bevennet strizh an oberennoù savet gant izili De Stijl :

  • pennlivioù nemetken (glas, melen, ruz) ha gwenn ha du
  • linennoù eeun hag a-darzh nemetken
  • Livioù livet a-blat nemetken, hep meskañ anezho ha hep dereziadoù
  • a-fet stummoù ez eo an hirgarezenn an hini nemetañ aotreet
  • lusket eo an takad dre c’hoari gant ar beskellennoù

Ar pennaennoù-se a vez adkavet ivez a-fet savouriezh.

« Ar pezh a vennan kaout eo ar stumm a c’haller mestroniañ, e-keñver livañ, kizellañ ha sevel. » Theo van Doesburg

« N’eus ken neuz glan an elfennoù, gant pegementadoù kempouez, a c’hall skañvaat ar skrij a zo er vuhez hag en arz. » Piet Mondrian

« An arz, evel ma veizomp anezhañ, n’eo na proletarian, na bourc’hiz. N’eo ket resisaet kennebeut gant an degouezhioù sokial. Er c’hontrol e tispleg nerzhioù a aoz d’o zro ar sevenadur en e bezh. » Theo van Doesburg

Sevenidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Niverenn gentañ ar gelaouenn De Stijl skublennet De Stijl








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/De_Stijl

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy