Mont d’an endalc’had

Abu Dhabi

Eus Wikipedia
Diwar-benn kêr Abu Dhabi eo ar pennad-mañ. Evit an emirelezh a-anv ganti, gwelet amañ.

Gwel eus kêr Abu Dhabi.

Abu Dhabi (en arabeg: أبو ظبي, Tad ar c'hazelenn) eo kêrbenn an Emirelezhioù Arab Unanet, hag ivez hini Emirelezh Abu Dhabi, en un enezenn eus pleg-mor Persia. Eil brasañ kêr ar vro eo (goude Dubai) gant war-dro 900 000 annezad.

Furchadennoù arkeologel o deus diskouezet e oa annezet al lec'h adalek an 3e milved a-raok JK met krouet eo bet da vat kêr Abu Dhabi er bloavezhioù 1790 gant ar meuriad Bani Yas.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy