Mont d’an endalc’had

André-Marie Ampère

Eus Wikipedia
André-Marie Ampère

André-Marie Ampère a zo bet ganet e Lyon d'an 20 a viz Genver 1775 ha marvet e Marselha d'an 10 a viz Even 1836. Ur jedoniour ha fizikour gall e oa. Ijinet en deus ar pellskriver tredan kentañ, ha, gant François Arago, ar maen-touch-tredan. E 1827 e tisplegaas teorem an tredanmagneterezh. E anv a zo bet roet da unanenn etrebroadel ar fonnder tredan : an amper.

Ti bugaleaj Amper e Poleymieux, mirdi -Ampère an deiz a hiziv.
Delwenn André-Marie Ampère, plasenn Ampère war Gourenez Lyon

Adalek e vugaleaj e plijas da André-Marie Ampère deskiñ. Kaset en dije da benn jedadennoù hir gant mein ha bruzunoù kouignoù a-raok anavezout ar sifroù. Kregiñ a reas e dad da zeskiñ latin dezhañ, hogen, dilezel a reas ar c'henteliañ-se pa welas ne oa dedennet e vab met gant ar matematik hepken. Koulskoude ec'h adkgrogas Ampère gant e gentelioù latin un nebeud bloavezhioù war-lerc'h, peadra dezhañ da gompren labourioù Leonhard Euler ha Daniel Bernoulli.

E 1796 e kejas Ampère gant Julie Carron, dimeziñ a rejont e 1799. Adalek 1796 e roas Ampère kentelioù matematik, kimiezh ha yezhoù e Lyon. E 1801 e teuas Ampère da vezañ kelenner fizik ha kimiezh e Bourg-en-Bresse, e Skol-greiz departamant an Ain (bremañ lise Jérôme Lalande), en ur leuskel e wreg hag e vab Jean-Jacques e Lyon. Mervel a reas e wreg e 1803. Er memes bloavezh e voe anvet Ampère da gelenner matematik e lise Lyon. E 1804 e voe anvet da vestr-studi dielfennadur er Skol liesteknik ; en em staliañ a reas neuze e Pariz. D'ar c'hentañ a viz Eost 1806 e timezas gant Jeanne-Françoise Poto, a varvas e Versailles e 1866, da 88 vloaz ; reiñ a reas ur verc'h dezhañ, Albine hec'h anv (1807-1842).

  • Anvet e voe unanenn etrebroadel ar fonnder tredan amper en enor dezhañ.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy