Mont d’an endalc’had

Faethon

Eus Wikipedia
Evit an evn, gwelet Faeton
Kouezhadenn Faethon, gant Pieter Pauwel Rubens, 1604/1605, National Gallery of Art, Washington D. C.
Kouezhadenn Faethon, gant Johann Liss (e penn kentañ ar XVIIvet kantved)
Faethon, gant Gustave Moreau

Faethon (Φαέθων e gregach) a oa mab da Helios ha d'an Okeanidenn Klymene (pe da v-Merope hervez oberourien zo) e mojennoù Hellaz kozh.

Evel-henn e veze skrivet e anv e gregach: Φαέθων, Phaéthôn a vez distaget, ha talvout a ra kement hag « an hini skedus ».

Plijout a rae dezhañ fougeal dirak ar yaouankizoù abalamour ma oa mab da Helios, an Heol. Bemdez e tiskoueze redadenn karr e dad en neñvoù. Re a lorc'h ennañ, ha dre ma vourre o fougeal gant e dad doue, e voe goulennet digantañ prouiñ pezh a lavare. Mont a reas neuze da gaout e dad, a brometas, en anv ar Styks, reiñ dezhañ e c'hoant, ne vern petra e vije. Ha Faeton da c'houlenn digant e dad ma vije laosket da gas e garr hag e gezeg un devezh-pad. Hag an tad, en devoa prometet en anv ar Styks, a rankas plegañ. Met ken nerzhus e oa ar c'hezeg ma ne c'halle ket un den marvel evel Faethon o c'has dizamant. En aner e klaskas Helios dizaliañ e vab da gas e garr.

Na 'vit se! Pennek ha disent evel ma oar ur paotr yaouank bezañ e savas Faethon e karr e dad hag e tapas krog er rañjennoù. Ha ne oa ket evit kas ar stern gezeg evel ma oa dleet: mont a rae an anevaled a-hed hag a-dreuz, oc'h ober reuz ha freuz dre lec'h ma tremenent, hag o kinnig freuzañ ar bed en e bezh. Pa welas Zeus an dizurzh lakaet gant ar paotr diboell e voe pulluc'het evit mirout ouzh gwazh. Distrujet e voe ar c'harr ha skoet korf Phaethon er stêr Eridanos, a zo anavezet evel ar Po en hon amzer.

E c'hoarezed, an Heliadezed, ha n'ehanent ket da ouelañ dezhañ, a voe troet e gwez pupli, hag e vreur Kyknos a voe troet en alarc'h.

Gwelet gant an arzourion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy