Mont d’an endalc’had

Henri Matisse

Eus Wikipedia
Henri Matisse
Henri Matisse (1933)
Henri Matisse (1933)
Luc'hskeudenn gant Carl van Vechten (1933)

Marevezh : XXvet kantved

Ganedigezh : 31 a viz Kerzu 1869

e Le Cateau-Cambrésis

Marv : 3 a viz Du 1954 e Nisa

Broadelezh : Gall

Micher pennañ : livour, kizellour, tresour
Stil : Faovouriezh

Oberennoù pennañ
Taolennoù

Trolle, sioulder ha plijadurezh (1905)
An Dañs hag Ar Sonerezh (1910)
Jazz (1947)
Delwennoù
Noazhennoù a-gein (1930)

Sinadur Henri Matisse

Henri Matisse (1869-1954) a oa ul livour, ur c'hizellour hag un tresour gall brudet e vestroni war al livioù. Unan eus brudetañ arzourien an XXvet kantved eo.
E-kichen Pablo Picasso (1881-1973) ha Marcel Duchamp (1887-1968) en e lakaer, pa voulc'has ganto un hent nevez en arzoù e deroù an XXvet kantved[1].
Rummet eo bet e-touesk ar Faovourien, e deroù e remziad, hogen adalek ar bloavezhioù 1920 e voe sellet outañ kentoc'h evel difenner ar stil gall klasel da livañ. Koulskoude, dre ma ouezas arverañ yezh al livioù e-pad un hanter kantved e seller outañ evel unan eus kasourien an Arz nevez.

Ar stummadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henri-Émile-Benoît Matisse a voe ganet d'an 31 a viz Kerzu 1869 e c'hastel-Cambrésis (Norzh), anezhañ mab d'ur marc'hadour greun ha d'un dourlivourez amatour.[2] E Bohain-en-Vermandois (Aisne) e voe desavet betek 1887, pa'z eas da bPariz da studiañ ar Gwir kent mont da gloareg e lez-varn Saint-Quentin (Aisne).

Operataed e voe e 1889 da heul ur gwaskad divilhenn, ha kerzh ma oa o pareañ e voe profet dezhañ rikoù-livañ gant e vamm. Evit diduiñ e amzer e krogas da zeskiñ ar vicher dre adeilañ skeudennoù e liv.[3] "Un doare baradoz" a zispakas dezhañ gant al livañ, evel ma zanevellas diwezhatoc'h.[2]
Pa voe pareet e tistroas d'e labour hag e lakaas e anv en ur skol-dresañ. E miz Mezheven 1890 e livas e daolenn gentañ, Taolenn divuhez gant levrioù[3], a zo bremañ e Mirdi Matisse e Nisa. Dilezel ar Gwir a reas Henri Matisse neuze, hag emdreiñ war-zu ar vicher a livour.

E 1891 e tistroas da Baris evit studiañ an arzoù en Académie Julian a-benn prientiñ kenstrivadeg an École nationale supérieure des Beaux-Arts. Adalek 1892 e voe deskard e labourva al livour simbolour Gustave Moreau (1826-1898), a c'hounezas un ezdalc'h evit e skoliad da vont da Skol-uhel an Arzoù-Kaer hep kenstrivañ.
E-pad e studioù e voe levezonet Henri Matisse gant oberennoù Nicolas Poussin (1594-1665), Antoine Watteau (1684-1721), Jean-Siméon Chardin (1699-1779), hag Édouard Manet (1832-1883) ; gant al livouriezh japanat e voe levezonet ivez, evel darn vrasañ arzourion e amzer[4].

E 1894 e c'hanas ur verc'h, Marguerite (1894-1982), gant ur patrom-livañ Caroline Joblau.

E 1896 ha 1897 ez eas da welet al livour aostralian John Peter Russell (1858-1930) war enez Ar Gerveur e Breizh, ma welas labour al luskad Impresionour dre oberennoù Vincent van Gogh (1853-1890), a oa c'hoazh dianav d'ar mare.
E 1896 ivez e lakaas Henri Matisse pemp oberenn e Saloñs ar Société Nationale des Beaux-Arts ; div anezho a voe prenet gant ar Stad c'hall, en o zouez Al lennerez evit kastell Rambouillet[3].
A-drugarez da John Peter Russell e kejas ouzh Auguste Rodin (1840-1917) ha Camille Pissarro (1830-1903).

E 1898 e timezas gant Amélie Noëllie Parayre. Ganto o-daou e voe desavet Marguerite ; ur mab, Jean, o doe e 1899, hag un eil, Pierre, e 1900. Alies e voe graet eus Marguerite ha Amélie patromoù evit al livour[5].
D'an 8 a viz C'hwevrer 1898 ez eas gant e bried da Gorsika, ma chomas en Aiacciu betek miz Gouhere evit studiañ ar gouloù ha livañ un 50 a daolennoù bennak. Goude-se, diwar atiz Camille Pissarro, ez eas da London a-benn studiañ oberennoù Joseph Mallord William Turner (1775-1851) kent chom e Tolosa, kêr-c'henidik e wreg, ma klaskas livañ e doare al livour saoz. Da Baris e tistroas e miz C'hwevrer 1899, ma kendalc'has studiañ teknikoù livourien all. Sammañ a reas dleoù dre brenañ oberennoù gant Auguste Rodin, Vincent van Gogh, Paul Gauguin (1848-1903) ha Paul Cézanne (1839-1906) ; gant doare diwezhañ hemañ e voe levezonet-don.[6]

E 1899 ivez e reas e zelwenn gentañ, un adeiladur deus un oberenn gant ar c'hizeller gall Antoine-Louis Barye (1796-1875) ; gant pri e labouras e-pad bloavezhioù, betek diskouez e oberenn Ar sklav e 1903.[6]

Ez-reoliek e veze diskouezet oberennoù Henri Matisse, e 1901 er Salon des Indépendants, e 1903 er Salon d'Automne, e 1904 e ti ar marc'hadour oberennoù arzel Ambroise Vollard.
E deroù ar bloavezh 1905 e tiskouezas kalz eus e oberennoù e Paris, e ti Bernheim-Jeune hag er Salon des Indépendants, ma voe gwelet e bennoberenn Trolle, sioulder ha plijadurezh. En hañv ez eas gant al livour André Derain (1880-1954) da livañ e Cotlliure (Pireneoù-ar-Reter) ; eno e voe lakaet diaes luskad ar Faovourien ganto.

Paris, 1905-1914

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henri Matisse e Paris (1913)
Luc'hskeudenn : Alvin Langdon Coburn

Gwarzh a voe e Salon d'Automne 1905 en abeg da daolennoù ur strollad livourion, ennañ Henri Matisse (Ar prenestr digor, Maouez he zog) hag André Derain, kevret gant Albert Marquet (1875-1947), Maurice de Vlaminck (1876-1958) hag an Izelvroad Kees van Dongen (1877-1968). Raktal goude ma voent lesanvet fauves ("gouezed") gant metoù ar vurutellerion en abeg d'al livioù glan, taer, disheñvel diouzh re ar patromoù ha lakaet a-blad war al lien e voe barc'het ar fauvisme ("faovouriezh") gant al livourion o-unan.
Daoust d'ar bommoù flemmus ha rust bet distaget da-geñver an diskouezadeg-se, dreist-holl en abeg da Vaouez he zogur podad liv zo bet bannet ouzh dremmoù an arvesterion, eme ur buruteller –, lod arzvarnourion a gavas an doare nevez-se diouzh o grad. Brudet e voe Henri Matisse avat pa voe prenet Maouez he zog gant an dastumerion hag arzvarnourion amerikan Gertrude ha Leo Stein, ha disammet buan diouzh e zleoù.

Anveet e voe Henri Matisse hag André Derain evel pennoù ar Faovourien, pep hini anezho gant e heulierion : Maurice de Vlaminck, Raoul Dufy (1877-1953) ha Georges Braque (1882-1963) a voe en o zouez. Gant Gustave Moreau, kelenner kozh Henri Matisse, e voent-holl broudet da soñjal en tu-hont d'an doareoù boutin ha da heuliañ o gweladurioù.
Goude ar berzh-se e yeas da veajiñ Henri Matisse etre 1908 ha 1912 betek Alamagn, Aljeria, Italia, Maroko, Rusia, Spagn, Tahiti ha Stadoù-Unanet Amerika. En hevelep mare e voe diskouezet e oberennoù e Moskov, Berlin, München ha London.
Un akademiezh dizalc'h en devoa digoret e Paris e 1908, a serras e 1911.

Adalek 1909 e voulc'has ur rummad delwennoù arem, Noazhennoù a-gein, a badas betek 1930.
Mignon gant an dastumer rusat Sergei Chtchoukin e voe Henri Matisse. Evitañ e livas div eus e daolennoù pennañ, An Dañs hag Ar Sonerezh e 1910.

E miz Kerzu 1912 e tistroas Henri Matisse hag e wreg da Ajacsio, a guitajont e 1913 evit mont da New York ma voe diskouezet oberennoù Matisse e-kichen re Marcel Duchamp ha Francis Picabia (1879-1953), a voe lakaet da gannaded an arz nevesañ. Gwarzh a voe adarre avat, pa voe devet e Chicago ur skeudenn eus e daolenn Noazhenn c'hlas, bet livet e Biskra (Maroko) e 1907.

Nisa, 1914-1954

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e voe disluet Henri Matisse ; betek 1919 e chomas kostez Nisa, ma kejas ouzh al livour japanat Yoshio Aoyama (1894-1996), "un dazlivour estlammus" hervez ar mestr gall. Levezonet gant H. Matisse e voe Y. Aoyama kent diazezañ ur skol gantañ adalek 1926.
E 1919 e c'houlennas ar sonaozour Igor Stravinskiy hag an impresario rusat Sergei Diagilev digant Henri Matisse sevel kinkladur ha dilhad ar varrezh Kan an Eostig evit un abadenn e London.

Ur c'hilsell a voe aozet e New York e 1929 ; pa oa eno ez asantas Henri Matisse ober un daolenn zivent evit ar fondezon Alan Barnes e Philadelphia.
Distreiñ da Nisa a reas al livour neuze, ha stagañ gant un Dañs all. Teir c'hentel eus an daolenn a reas etre 1930 ha 1932 : en e ranndi e chomas an hini gentañ, e Mirdi an Arzoù Arnevez e Paris emañ an eil (Dañs Paris, 1037 x 450 cm) hag e Philadelphia emañ ar gentel ziwezhañ, Dañs Merion, a zo a-vent gant Dañs Paris (un deirzaolenn, 15 x 5 m).
Pa oa o labourat war an taolennoù-se ez ijinas Henri Matisse un teknik nevez, a anvas "gouachoù didroc'het".

Etre 1934 ha 1938 e savas skeudennoù evit Ulysse, romant brudet ar skrivagner Iwerzhonat James Joyce. Kinkladur ha dilhad ar varrezh Ruz ha Du a reas ivez, evit Barrezhioù rusat Monte-Carlo.

E 1941 e voe taget gant ar c'hankr. Prederiet e voe en ospital Lyon, ma kendalc'has da ober gant gouachoù didroc'het evit sevel dilhad. Eno e voulc'has e steudad Jazz, a zo maendresadennoù war baper, graet gant gouachoù didroc'het bepred ; e 1947 e voe echuet.
E Vença (Alpoù-an-Arvor) en em stalias pa guitaas Lyon. Eno e chomas e-pad an Eil brezel-bed. Kalz poltredoù eus e verc'h Marguerite a sevenas keit ha ma oa honnezh o kuzhat diouzh ar Gestapo betek dibenn ar brezel en abeg d'he c'henlabour gant ar Rezistañs. E wreg Amélie a voe harzet ivez, evit an hevelep abeg, ha bac'het e-pad 6 mizvezh betek miz Here 1944.

E 1945 e voe aozet ur c'hilsell e Salon d'Automne Paris. Goude-se e krogas al livour da sevel raktres ar pallennoù-moger Polinezia, an Oabl ha Polinezia, ar Mor, a echuas e 1946. Adalek 1949 e labouras war kinkladur Chapel ar Rozera e Vença[7].
E 1952 e voe digoret ar Mirdi Matisse e Le Cateau-Cambresis, kêr-c'henidik an arzour. En hevelep bloavezh e livas e daolennoù Tristidigezh ar roue, Delienn zu war ur goueled gwer, Ar vorianez ha Noazhenn c'hlas II.
E 1953 e livas Ar maligorn, ha bloaz war-lerc'h Ar vag, e daolenn ziwezhañ, a chomas istribilhet he laez en traoñ e-pad 47 devezh e Museum of Modern Art (MoMA) New York.

D'an 3 a viz Du 1954 e varvas Henri Matisse d'an oad a 84 bloaz diwar un taol-kalon e Nisa, ma voe sebeliet e bered ar Cimiez.

Oberennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Al lennerez (1894)
  • Ar voger roz (1898)
  • Notre-Dame, dibenn an endervezh (1902)
  • Bandenn wer (1905)
  • Ar prenestr digor (1905)
  • Maouez he zog (1905)
  • Toennoù Cotlliure (1905)
  • Gweledva e Cotlliure (1905)
  • Misi ar bevañ (1906)
  • Ar moraer yaouank II (1906)
  • Emboltred en ur grezenn roudennet (1906)
  • Lien Madras ruz (1907)
  • Plac'h noazh en glas (1907)
  • An dibenn-pred : heneuz e ruz (ar gambr ruz) (1908)
  • Kouronkerion gant ur vaot (1908)
  • An dañs (1909)
  • Taolenn divuhez gant nadozioù (1910)
  • Al labourva ruz (1911)
  • Ar c'hendiviz (1908–1912)
  • Zorah war al leurenn (1912)
  • Ar Rifad azezet (1912)
  • Prenestr e Tanjah (1912)
  • Ar stign melen (1915)
  • Ar prenestr (1916)
  • Ar werenn-dal, war an hent da Villacoublay (1917)
  • Ar gentel sonerezh (1917)
  • Al livour hag e batrom (1917)
  • Diabarzh e Nisa (1920)
  • Festival ar Bleunioù, Nisa (1923)
  • Odaliskenn he divrec'h er vann (1923)
  • Odaliskenn velen (1926)
  • An dañs II (1932)
  • Sae vouk ha diskraboù (1937)
  • Maouez he mantell vouk (1937)
  • Hunvre 1940 (1940)
  • Ar flotantenn rouman (1940)
  • Diabarzh gant al lestr etruskat (1940)
  • Ar banner kontilli (1943)
  • Annelies, tulipez gwenn ha diskraboù (1944)
  • Azia (1946)
  • Div blac'hig, goueled melen ha ruz (1947)
  • Jazz (1947)
  • Bleunioù ur brunenn (1948)
  • Chapel Itron Varia ar Rozera (1948–1951)
  • Loened-mor (1950)
  • Facial-maschera (ruz) (1951)
  • Tristidigezh ar roue (1952)
  • Delienn zu war ur goueled gwer (1952)
  • Ar vorianez (1952)
  • Noazhenn c'hlas II (1952)
  • Ar maligorn (1953)
  • Ar vag (1954)
  • Rummadoù delwennoù arem a reas Henri Matisse ivez, en o zouez Korfoù-bras Jeannette (1910-1913) ha pevar Noazhenn a-gein (1909-1930).
  • Ur 500 engravadurioù a reas ivez evit skeudennaouiñlevrioù.
  1. Paul Trachtman, Matisse & Picasso, Smithsonian Magazine (en)
  2. 2,0 ha2,1 Hilary Spurling (2009), Matisse, le maître, Seuil, ISBN 978-2-02-034988-8 (fr)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Encyclopédie Larousse (fr)
  4. George Ashdown Audsley & Thomas W. Cutler (1989), The Grammar of Japanese Ornament, The Studio Library of Decorative Art, ISBN 978-1-85170-218-3 (en)
  5. The New York Times, 03/04/1982 (en)
  6. 6,0 ha6,1 Jean Leymarie, Herbert Read, William S. Liebermann (1966), Henri Matisse, University of California Press, ISBN 978-0-5200-0743-7 (en)
  7. Henri Matisse, La chapelle de Vence – Journal d'une création, Skira, 1993, ISBN 978-2-204-04551-3 (fr)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy