Mont d’an endalc’had

Indonezeg

Eus Wikipedia
Indonezeg
(Bahasa Indonesia)
Perzhioù
Komzet e : Indonezia, Malaysia, Timor Lorosae (Timor ar Reter)
Komzet gant : >200 milion
Renkadur : 5
Familh-yezh : Yezhoù aostronezek

  Yezhoù malayek-polinezek
   Yezhoù malayek-polinezek ar c'hornôg
    Indonezeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Banniel Indonezia Indonezia
Akademiezh : Pusat Bahasa
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 id
ISO 639-2 ind
ISO 639-3
Kod SIL IND
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh malayek-polinezek eo an indonezeg (indonezeg: bahasa Indonesia, "yezh Indonezia"), komzet gant 165 milion a dud en holl, en o zouez 30 milion evel yezh kentañ en Indonezia hag e Timor Lorosae.

Daoust ma vez komzet evel yezh kentañ gant 7% eus poblañs Indonezia hepmuiken ez eo ar yezh ofisiel eno rak komzet e vez evel eil yezh gant meur a hini all ha talvezout a ra da yezh voutin pe lingua franca en ur stad ma reer gant tro-dro da 300 yezh en holl.

Ur yezh nevez an hini eo dre ma oa bet didroc'het diouzh ar malayeg, ha krouet ar yezh unvan anvet indonezeg e 1945. Kenderc'hel a ra an dud avat da gemmeskañ an indonezeg gant o yezhoù kentañ hag un diforc'h bras a c'hell bezañ etre ar yezh "c'hlann" implijet war ar skingomz pe er c'helaouennoù ha yezh ar bobl.

Daoust ma vezont distaget en un doare disheñvel ha daoust d'ar gerioù a orin izelvroek a gaver stank a-walc'h en indonezeg, ez eo chomet tost-tre d'ar malayeg dre vras betek ma'z eo luziet a-walc'h gouzout hag-eñ ez eus yezhoù disheñvel anezhe e gwirionez kentoc'h evit doareoù disheñvel eus un hevelep yezh voutin.

Skrivet e vez an indonezeg gant al lizherenneg latin:

Ne rak ar yezh diforc'h ebet etre an anvioù-kardarn hag ar raganvioù personel hervez o jener, da skouer adik "breur/c'hoar yaouankañ". Implijet a c'hell bezañ an anv-gwan ma vez ezhomm evit merkañ reizh tud pe loened, da skouer adik laki-laki "breur (yaouankañ)".

Merket e vez al liester dre eilañ an anv-kadarn nemet pa vez ret pouezañ war al liester, da skouer orang "den", orang-orang "tud/meur a den". Implijet e evz an unander goude un niverenn evel e brezhoneg, da skouer seratus orang "kant den".

Daou stumm zo evid ar c'hentañ gour liester (brezhoneg: "ni"), hervez ma vez kontet pe get an den emeur o komz dezhañ, da lâret eo kami "me, an dud emaon gante met ket "te" an hini emaon o kaozeal ganit" ha kita "me ha "te" emaon o kaozeal ganit (hag an dud all a zo ganin ma vez dioute)".

Peurliesañ e vez kavet an urzh SVO (rener-verb-renadenn).

Ne vez ket displeget ar verboù. Mar bez ezhomm e vez merket an amzer gant adverboù.

Diouzh an tu all avat ez eus ur sistem rakgerioù pinvidik-tre evit merkañ perzhioù all, da skouer:

An darn vrasañ eus gerioù an indonezeg a zo a-orin aostronezek.

A-hed hec'h istor, ar yezh-se he deus bet kemeret gerioù diwar yezhoù a-beb seurt :

  • sañskriteg : 750 ger ; d.s. kerja (labour), warna (liv), guru (kelenner), kepala (penn), negara (bro), budi (furnez), bumi (douar), putera (priñs)...
  • arabeg : 1000 ger ; d.s. alamat (chomlec'h), kamus (geriadur), dunia (bed), selamat hari/... (devezh/mad, kiv. salam aleikom)
  • portugaleg (hag ivez spagnoleg ha italianeg) : 125 ger ; d.s. sekola (skol), kereta (karr-tan), biola (violoñs), gereja (iliz), sabun (soavon), meja (taol, b.), minggu (sul), jendela (prenestr)...
  • sinaeg : un nebeudig gerioù hebken : pisau (kontell), kongsi (embregerezh) ;
  • ha dreist-holl an izelvroeg : 10 000 ger ; d.s. polisi (polis), kualitas (perzh-mat), telepon (pellgomz), bis (karr-boutin), kopi (kafe), rokok (sigaretenn), universitas (skol-veur)...

An darn vrasañ dioute a zo "gerioù etrbroadel". Ar re all ne vezent ket kavet en bahasa Malaysia, peogwir e oa bet trevadennet Malaysia gant ar saozon.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy