Mont d’an endalc’had

James Clerk Maxwell

Eus Wikipedia

James Clerk Maxwell (13 a viz Even 1831 - 5 a viz Du 1879 e Cambridge) a oa ur fizikour skosat. Diazezañ a reas teorienn ar skinoù tredanek-magnetek, anvet kevatalennoù Maxwell. Ur perzh bras en deus bet ivez e diorroadur an termodinamik.

James Clerk Maxwell a zo ganet d'an 13 a viz Even 1831 e Edimbourg. Tad Maxwell a oa un den pinvidik ezel eus familh Clerk a b/Penuik (Midlothian) a oa perc'henn war baroniezh Clerk. Anvet e voe John Clerk pa ganas, en em lezenvel a reas e-unann Maxwell goude en defe heritet eus un ti war ar-maez e Middlebie. Ur bugel speredek-kenañ e oa ha kurius. Ar skol na blij ket dezhañ peogwir e veze graet goap outañ abalamour d'e bouez-mouezh a Galloway ha d'e zilhad a seblant bezañ gouez d'ar vugale all. Da trizek vloaz e c'hounezas Maxwell medalenn matematik e skol hag ar c'hentañ priz Saozneg hag e barzhoneg. Da pevarzek vloaz Maxwell a skriv ur pennad diwar e kentañ labour skiantel hag a gomze eus ar binvijoù mekanikel e vez implijet evit tresañ ur grommenn vatematikel. Kuitaat a reas Maxwell an akademiezh e 1847 pa oa 16 vloaz da heuliañ kentelioù e skol-Veur Edimbourg. Deuet da vezañ matematikour, e kuitaas e skol-Veur evit antreal e hini Cambridge tri bloaz war-lerc'h.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy