Mont d’an endalc’had

Katalaneg

Eus Wikipedia


Katalaneg/Valensianeg
(català/valencià)

Perzhioù
Komzet e :

Spagn, Frañs, Andorra, Italia

Rannved : Broioù Katalanek: Katalonia, Aragon, Rousilhon, Kumuniezh Valencia, Inizi Balear
Komzet gant : 6,5 milion aktivel, 12 milion pasivel
Familh-yezh : Indez-Europek

 Yezhoù Italek
  Yezhoù Romanek
   Yezhoù Italez-kornôg
    Yezhoù Italez-kornôg ar C'hornôg
     Yezhoù Galianek-Iberek
      Yezhoù Iberez-Romanek
       Yezhoù Reter-Iberek
        Katalaneg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Andorra; Katalonia, Inizi Balear, Valensia e Spagn; l'Alguer e Sardigna
Akademiezh : Institut d'Estudis Catalans
Acadèmia Valenciana de la Llengua
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ca
ISO 639-2 cat
ISO 639-3
Kod SIL CAT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar c'hatalaneg (Català, Valencià) a zo anezhañ ur yezh romanek komprenet gant tost da 12 milion a dud e takadoù zo e Spagn, Frañs, Andorra hag Italia. An darn vrasañ eus an dud a ra gant ar c'hatalaneg a vez kavet e Spagn avat, dreist-holl e Kumuniezh Emren Katalonia.

Pelec'h e vez komzet?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An niver a dud a ra gant ar c'hatalaneg a zo etre 4 ha 12 milion. [1],[2].

Komzet e vez katalaneg el lec'hioù-mañ da-heul (eus an Hanternoz d'ar C'hreistez:


Graet e vez Broioù Katalanek (Katalanek: Països catalans) eus an holl lec'hioù-mañ, dreist-holl gant ar vroadelourion.

Statud ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh ofisiel Andorra eo ar c'hatalaneg. Kenofisiel eo ivez e Spagn e Ranndirioù resis zo, d.l.e. Katalonia, an Inizi Balear ha Valensia, hag ivez e kêr An Alguer e Sardigna en Italia. N'en deus statud ofisiel ebet el lec'hioù ma vez komzet en Aragon nag e lec'h ebet all ma ra an dud gantañ, da sk. e Frañs.

Kartenn rannyezhoù ar c'hatalaneg

E 1861, Manuel Milà i Fontanals a savas un doare d'ober an diforc'h etre rannyezhoù ar c'hatalaneg a c'heller rannañ e daou du pennañ: katalaneg ar reter ha katalaneg ar c'hornôg.

N'eus bevenn resis ebet etre an eil rannyezh hag eben abalamour d'an takadoù tremen a gaver kazi atav kenetreze (nemet, evel-just, evit ar pezh a denn da rannyezhoù an Inizi).

Ouzhpenn-se, ez eus meur a isrannyezh disheñvel e-barzh pep rannyezh pennañ hag a c'heller isrannañ evel-mañ:

Katalaneg ar c'hornôg

  • Katalaneg ar gwalarn
    • Doare Ribagorça
    • Doare Pallars
    • Doare Tortosa
    • Doare Lleida
  • Valensianeg etre (a c'hell bezañ lakaet da valensianeg pe da gatalaneg ar gwalarn)
    • Valensianeg an Hanternoz
    • Valensianeg pouezet (valencià apitxat) pe kreiz-valensianeg
    • Valensianeg ar c'hreisteiz
    • Mailhorkeg Tàrbena hag ar Vall de Gallinera (Valensia)

Katalaneg ar reter

  • Katalaneg an hanternoz pe rousilhoneg (Rousilhon)
    • Doare Capcir
    • Norzh-katalaneg etre
  • Katalaneg ar c'hreiz
    • Català salat
    • Doare Barselona
    • Doare Tarragona
    • Doare Xipella
  • Doare an Inizi Balear
    • Doare Mailhorka
    • Doare Menorka
    • Doare Eivisa
  • Doare An Alguer (Italia)


Statud ar valensianeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hogos pep skol-veur a zo ha tost an holl yezhourion a bled gant ar yezhoù romanek a zo a-du evit lavaret ez eo ar c'hatalaneg hag ar valensianeg an hevelep yezh, daoust d'an diforc'hioù rannyezhel a gaver etre an takadoù, ha ne glot ket ho harzoù gant re ar C'humuniezhioù Emren eveljust.

Ur gudenn bolitikel kentoc'h evit yezhoniel eo neuze an diforc'h a vez graet etre an daou doare yezh-se, dreist-holl pa vezont lakaet da yezhoù disheñvel an eil diouzh eben. Trubuilhus a-walc'h eo evit gwir ar gudenn-mañ, avat, ha savet ez eus bet un doare-skrivañ ispisial evit ar valensianeg gant Akademiezh ar yezh-se a-benn brasaat an diforc'hioù etrezi hag ar c'hatalaneg a vez komzet e Katalonia dreist-holl.

Gwir eo e c'heller gouzout dre e gomz hag-eñ e teu unan bennaket eus Katalonia pe eus Valensia, met ken gwir all ez eo n'o devez kudenn ebet evit en em glevet an eil gant egile. E gwirionez eo tostoc'h an doare yezh-se evit an doareoù yezh katalaneg a gaver en Inizi Balearez hag a vez diaes a-walc'h da gompren a-wechoù, ha koulskoude eo ral a-wech e vez klevet ez eo doareoù yezh an Inizi-se yezhoù disheñvel diouzh ar c'hatalaneg.

Istor ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'hatalaneg e departamant gall ar Pyrénées Orientales

Ar c'hatalaneg a voe diorroet en IXvet kantved diwar al latin poblek e pep tu eus ar Pinineoù e Rousilhon, Empuries, Besalú, Cerdagne, Urgell, Pallars ha Ribagorça).

Tost-tre e oa ar yezh-se ouzh an Okitaneg ha d'ar penn-kentañ e oa hogozik ur rannyezh okitanek hepmuiken.

Pa deuas mare ar Reconquista e voe ledanaet tachenn ar yezh, kaset pelloc'h-pell betek Barselona, Tarragona, Lleida ha Tortosa, Rouantelezh Valensia o tizhout an Inizi Balearez hag ar gêr anvet l'Alguer e Sardinia.

Etre an XIIIvet hag ar XVvet kantved e teu ar c'hatalaneg da vezañ ur yezh pennañ tro-dro d'ar Mor Kreizdouar. Barselona a oa anezhi dija ur gêr a-bouez rak servijout a rae dreist-holl da borzh evit Impaelouriezh Aragon.

D'ar mare-se, an holl skrivagnerion a save skridoù (estreget barzhoniezh avat) a implije an anv 'katalaneg' evit ar yezh-se e pep korn ma veze graet gant doare komz katalanek, da sk. Ramon Muntaner e Katalonia ha Ramon Llull e Mailhorka.

Evit meur a abeg ez eas levezon Valensia war greskiñ ivez etre ar XVvet hag ar XVIvet kantved ha neuze e krogas an dud d'ober 'valensianeg' evit ar wech kentañ eus ar yezh a veze implijet gante kentoc'h eget 'katalaneg'. E-kerzh an XVIvet kantved e cheñchas yezh an darn vrasañ eus kargidi uhel Valensia en ur gomz ha dreist-holl en ur skrivañ kentoc'h e spagnoleg eget e katalaneg. Al labourerion hag ar peurrest eus ar bobl o chom pe war ar maez pe er c'hêrioù a gendalchas d'ober gant o yezh-i avat.

E penn-kentañ an XIXvet kantved e tegouezhas an emsav sevenadurel a reer Renaixença anezhañ. Gant-se e teuas meur a hini e-touez renkadoù uhel ar vro d'ober en-dro gant ar c'hatalaneg hag ar valensianeg. Santet e vez efedoù pozitivel an emsav-se hirie an deiz c'hoazh.

E-pad diktatouriezh Franco (1939-1975) e oa difennet ober gant ar c'hatalaneg pe gant n'eus forzh peseurt 'yezh rannvro' all, da lavaret eo an euskareg hag ar galizeg. Goude marv Franco avat e voe roet ur statud kenofisiel d'ar c'hatalaneg ha bremañ e vez implijet er vuhez politikel, er skolioù hag all. Bez' ez eus ivez meur a bemdezieg e katalaneg, da skouer Avui, "El Punt" hag El Periódico de Catalunya (embannet e spagnoleg hag e katalaneg). Chadennoù skinwel ha skingomz publik ha prevez a zo ivez e katalaneg: Televisió de Catalunya (TVC), TV3 ha Canal 33 hag ivez ur chadenn geleier 24/24 anvet 3/24. Meur a chadenn lec'hel a zo ivez.

Sed un nebeud frazennoù implijet alies e katalaneg:

  • Katalaneg: Català
  • salud: hola
  • kenavo: adéu, adéu siau, a reveure
  • mar plij: si us plau
  • trugarez: gràcies, mercès
  • digarez: perdó
  • hemañ/homañ: aquest; aquesta
  • pegement eo?: quant val?; quant és?
  • ya:
  • nann: no
  • Ne gomprenan ket: No ho entenc
  • Pelec'h emañ ar privezioù?: on és el bany?
  • Yec'hed mat!: salut!
  • Ha komz a rit brezhoneg?: Que parla el bretó?
  • Ha komz a rit katalaneg?: Que parla el català?

Gwelet ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Katalaneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.


pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy