Mont d’an endalc’had

Menez-tan

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
An Etna o tislonkañ moged e-kichen Catania, e Sikilia, d'ar 4 a viz Meurzh 2012

Ur menez-tan, pe volkan a reer eus ur menez hag a daol er-maez danvezioù teuz pe solut (lava, mein), moged hag aezhennoù. Danvezioù piroklastek a vez graet eus an danvezioù solut-se. An darn vuiañ eus ar menezioù-tan n'o deus ket dislonket tra e-pad amzerioù hir, nemet pa vezont war lec'hioù dibar ar voul-douar, ar frailhennoù bras etre plakennoù a ya d'ober kreunenn an Douar.

Meur a seurt menez-tan zo, en o zouez :

Eus ar magma d'al lava

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Framm ar voul douar
  1. Pluskenn kevendirel
  2. Pluskenn meurvorel
  3. Mantell uhelañ
  4. Mantell izelañ
  5. Kalon
  6. Greunenn
A. Troc'h Mohorovicic
B. Troc'h Gutenberg
C. Troc'h Lehmann

En ul lec'h anvet « mirva ar magma don » ez eus ur seurt toaz gludek-pe-gludekoc'h ennañ gazoù andisolvus anvet ar magma. Diwar deuziñ reier mantell an douar e teu ar magma, tommoc'h eo eget 1000°c well-wazh.
Ne zeu ket ar magma eus kalon an Douar, met eus pluskenn an Douar.
"Mantell an douar" pe "kroc'hen an douar" a zo plakennoù divent ouzh hen ober. Ar plakennoù a neui war ar magma a zo o fiñval dizehan.

Pa vez re greñv gwask ar magma war ar plakennoù e vez lakaet ar re-se da derriñ pe da fiñval. Diwar-se e vez bountet ar magma gant an aezhennoù eus « mirva ar magma don » war-zu gorre an douar.

Goude bezañ tremenet e-barzh ar gambr vagmatek, ur seurt spouenn ma c'hell ar magma chom e-barzh e-pad kantvedoù ha kantvedoù, e sav ar magma gant ur san anvet « siminal ar menez-tan » betek an diavaez da lavaret eo penn konenn ar menez-tan. Pa vez degouezhet e krec'h ar menez-tan e tarzh hennezh en ur deurel er-maez bloc'hoù, bombezennoù ha ludu.

War un dro e tever un danvez tomm-berv anvet al lava diwar toull-diskarg ar menez-tan.

Al lava eo ar magma digazet : pa vez dourennek ar magma e c'hell ar gazoù a zo ennañ mont kuit ha diwar-se e ya ar magma da lava.

Pa strink al lava er-maez eus toull-diskarg ar menez-tan e red buan-tre a-hed torioù ar menez-tan hag e kalet dindan 900°C.

Menezioù-tan pennañ ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy